Gia Long

an impalaer Gia Long

Gia Long (8 a viz C'hwevrer 17623 a viz C'hwevrer 1820), anvet Nguyễn Phúc Ánh pa oa bet ganet hag Nguyễn Ánh alies, a voe impalaer Viêt Nam eus 1802 da 1820.

E 1802 ec'h Unvanas ar pezh a zo Viêt Nam hiziv. Ar c'hentañ eus ar rummad implaerien Nguyễn, diwezhañ rummad-impalaerien Viêt Nam, e voe.

Un niz e oa d'an diwezhañ Nguyễn a renas war Viêt Nam ar Su. Rediet e voe Nguyễn Ánh da guzhat e 1777, da bemzek vloaz, pa voe lazhet e familh e-kerzh emsavadeg aduidi Tây Sơn.

E armeoù a adkemeras kêr Saigon hag a gollas anezhi en-dro.
Mignon e teuas da vezañ gant ar beleg katolik gall Pierre Joseph Georges Pigneau de Behaine (1741-1799), a oa anvet Bá Đa Lộc e vietnameg. Klask a reas Pigneau de Behaine degas sikour gouarnamant Bro-C'hall da Nguyễn Ánh ; ne zeuas ket a-benn, met tuta ar reas emouestlidi evit dont d'e sikour. Adalek 1789 en doe adkavet Nguyễn Ánh e hêrezh hag e krogas da vont war-du an Norzh evit trec'hiñ war tu tiegezh Tây Sơn. Mont a reas er fin, war-dro 1802, war-du an harzoù gant Sina a oa bet e-dalc'h an tiegezh Trịnh a-raok. Ur wech echu ar brezel en doa adunvanet Viêt Nam goude kantvedoù a vrezelioù gladdalc'hel ha gant ur gorread brasoc'h eget biskoazh, eus Sina betek pleg-mor Siam.

Awenet e voe e zoare da ren gant ur gonfusianegezh strizh. Freuzañ a reas ar c'hemmoù bet degaset gant Tây Sơn. Adlakaat a reas en e sav ar reizhiad konfusian kozh e-keñver deskadurezh ha servij foran.
Staliañ a reas ar gêr-benn e Huế e-lec'h Hanoi. Aet e oa kalz a dud d'ober o annez er Su er c'hantvedoù kent. Lakaat a reas sevel ur c'hreñvlec'h hag ur palez er gêr-benn nevez.
Implijout a reas barregezhioù ar C'hallaoued evit gwellaat doareoù emzifenn ar vro. Abalamour d'ar sikour-se e tamasantas da obererezhioù ar visionerien gatolik, pezh na reas ket e warlerc'hidi.
Dindan e renerezh e kadarnaas Viêt Nam he beli soudardel war Indez-Sina. Kas a reas kuit soudarded Siam diouzh Kambodja, a zeuas da vezañ ur Stad gwarezet gant Viêt Nam.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search